Brezhoneg digomprenus a zo bet lakaet war panelloù Lokorn
Distroomp war un afer he deus graet reuz e bro gerne, e Lokorn, e miz Meurzh. Hag evit gwir abeg ! Staliet e oa bet panelloù touristel nevez e kreiz-kêr evit kontañ istor ar vro dre ar filmoù bet troet eno. Panelloù teiryezheg, galleg, saozneg ha brezhoneg, met ur brezhoneg digomprenus, ijinet gant an IA. Muioc'h a zisplegadennoù gant Lukian Kergoat, yezhoniour war e leve ha paotr Lokorn.
Lukian Kergoat a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus Radio Kerne. Maer Lokorn neus laret e vo tennet ar panelloù a-raok pell pe kuzhat al lodennoù e brezhoneg da c'hortoz kavout un diskoulm. Fazioù a zo ivez a-fed danvez war ar panelloù, a-fed istor Lokorn da skouer.